Er c'hwezekvet kantved bennak emaomp. E Bro-Skos e-touez Gouezeled ez eus reuz evel ma'z eus d'an empoent er pep brasañ eus Europa. Ur paotr yaouank, ganet ha savet eno, eo chomet betek ennnomp ar gont eus e vuhez ahont. Un istor skrijus. Hini brezeliañ disehan etre klanoù, met ivez ur vuhez kreñv ar plijadurioù enni, pa veze...
Ur bed dianav deomp, brezhonegerien ar c'hentañ kantved warn-ugent, ha koulskoude, keltiek da vat ha tostoc'h ouzh buhez ha doare ar Gelted a-wechall eget ouzhomp. A-galz...